Henlibia

Kartenn Herodotos, ma weler Libia

Henlibia, pe Libia an Henamzer, a oa ar vro er c'huzh-heol d'ar stêr Nil. Dre vras eo gwalarn Afrika. Tud ar vro a oa hendadoù Berbered hiziv. Berbered a oa eno abaoe meur a vil bloaz a-raok na voe roud eus tud e Henegipt. Gant ar c'hemmoù en hin e voe kemm el lec'hiennoù-annez.


E barr sevenadur Hellaz e veze graet Libianed eus ar Verbered-se. O bro en em astenne eus Maroko betek harzoù Henegipt. Hiziv ez eus un oaziz, Siwa, ma komzer berbereg c'hoazh en Egipt.


Developed by StudentB